Griko

Takadoù ma vez komzet Griko enno e kêr Salento hag e Kalabria

Ar griko pe grekaneg (saoz. Grecanic) a zo ur rannyezh c'hresianek komzet er rannvro Magna Graecia bet o'n em astenn e kreisteiz Italia ha Sikilia e-pad an Henamzer. Div gumuniezh zo en Italia ma vez komzet griko: unan e Kalabria hag eben e Puglia.

En Italia e reer Griko (skrivet ivez Grico a-wezhoù) eus ar yezh-mañ, tra ma reer κατωιταλιώτικα (katoitaliótika; "su italianeg") anezhi e Gres peurliesañ.

Diorren a reas ar griko diwar ar ar gresianeg dorek ha neuze ez eo diheñvel a-walc'h diouzh ar gresianeg a-vremañ komzet e Gres bet deveret diwar ar gresianeg hellenek. Met daoust da se e c'hell komzerion an div yezh dont a-benn d'en em gompren tamm pe damm.

Anavezout a reas Breujoù Italia kumuniezh griko Salento dindan an anv "Minoranze linguistiche Grike dell'Etnia Griko-Salentina".


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search